Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Robert Whittaker |
Anv-bihan | Robert |
Anv-familh | Whittaker |
Deiziad ganedigezh | 27 Kzu 1920 |
Lec'h ganedigezh | Wichita |
Deiziad ar marv | 20 Her 1980 |
Lec'h ar marv | Ithaca |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev ar skevent |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | louzawour, ecologist, kelenner skol-veur |
Tachenn labour | ekologiezh, Geolouzawouriezh, plant ecology, systematic botany |
Implijer | skol-veur Cornell |
Bet war ar studi e | skol-veur an Illinois en Urbana–Champaign |
Ezel eus | Akademiezh vroadel ar skiantoù, American Academy of Arts and Sciences |
Prizioù resevet | Eminent Ecologist Award, George Mercer Award |
Robert Harding Whittaker (27 a viz Kerzu 1920 –20 a viz Here 1980) a oa un ekologour amerikan eus ar plant, oberiant eus ar bloavezhioù 1950 d'ar bloavezhioù 1970. Ar c'hentañ e oa bet da ginnig ar rummatadur taksonomek e pemp riezad. Rannet e oa ar biota gantañ etre an Animalia, ar Plantae, ar Fungi, ar Protista, hag ar Monera e 1969[1][2]. Kinnig a reas ivez rummatadur Whittaker ar biomoù, a renke ar seurtoù biomoù hervez daou faktor abiotek : ar gwrezverk hag ar glaveier.
Dilennet e oa Whittaker en Akademiezh vroadel ar skiantoù e 1974. Resev a reas Priz an Ekologour bras gant an Ecological Society of America e 1981, hag a oa anavezet hag enoret evit e labour. Kenlabourat a reas gant kalz ekologourien all, en o zouez George Woodwell (Dartmouth), W. A. Niering, F. H. Bormann (Yale) ha G. E. Likens (Cornell), hag kalz a reas da fonnusaat ar c'henlabour etrebroadel.